# started 2014-08-16T12:44:57Z "Archeologiezh : arkhaios \"hen\" + logos \"gouiañs / skiant\" + iezh (arkhaiologia e gresianeg)"@br . "Armerzh : ar- + merzh (armerh e 1723, gw. armerth e kembraeg)"@br . "Roiñ a ra skiantoù an den da gompren e-barzh teskad ar gouiziegezhioù istorel ha ar skiant-prenañ en deus bet tapet an nen a-hed pad e istor.Div lodenn vras eus ar skiant e vez roet da welet gant skiantoù an den : An istor An douaroniezhpt:Ciências humanas"@br . "An aernijerezh eo teknikoù ar sevel hag ar bleinañ kirri-nij e-barzh an aergelc’h (pe an aeronaotik)."@br . "Keñvererezh : keñver + erezh (qêvererez e 1732)Ur c'heñvererezh zo ur bodad tud liammet gant traoù politikel hag armerzhel"@br . "Ar skolveurieg, pe falc'huneg, eo an anvioù roet d'un doare da skrivañ ar brezhoneg hag a oa bet ijinet e 1955 gant Frañsez Falc'hun hag a zo implijet bremañ c'hoazh."@br . "Ur sindikad micherour zo kevredigezh ur c’houch tud ha prevez, ha dizalc’h e-keñver ar Stad (met anavezet ganti) ha renet gant un teskad lezennoù. Sellet a ra diouzh uniadoù micherourien, gopridi peurgetket, a zo o fal difenn madoù o izili (gonidegezhioù, stad an implijañ hag al labour, darempredoù gant o c’heñvererien...).Ouzhpenn ar pal armerzhel-mañ ez eus alïes un ober politikel ma vez klasket gantañ kemm ensavadurioù, lezennoù ha frammoù armerzhel ha politikel hag a zo anezhe bar vro, ha distrujañ anezhe zokennoc’h evit sindikadoù ‘zo.ca:Sindicatln:Sindikaqu:Sindikatu"@br . "Ar peurunvan, pe KLTG, eo anv an doare-skrivañ savet e 1941 evit unvaniñ an doare-skrivañ KLT, savet e 1908, gant hini Bro-Wened, da gaout un doare-skrivañ hepken evit ar brezhoneg lennek ."@br . "An aritmetik [Arithmêtikê e gregaj] eo skourr koshañ ar jedoniezh, (gant ar c'h-geometriezh). Pal an aritmetik elfennel eo studi an anterinoù, an niveroù rasional, hag ar relasionoù etrese.An aritmetik zo ur lodenn eus teorienn an niveroù : an hini a implij hentennoù'zo eus ar c'heometriezh aljebrek hag eus teorienn ar groupoù.An oberiadurioù aritmetikel a zo an adision, ar rannadur, al liesadur, hag al lamadur.Gwechall e oa limitet an aritmetik da studi perzhioù an anterinoù naturel, an anterinoù, hag an niveroù rasional (e stumm fraksionoù), ha da perzhioù an oberiadurioù war an niveroù-se.Frankaet eo bet ar c’helenn-mañ a-c’houdevezh gant donedigezh studiennoù all : an niveroù real (e stumm un diorroadur degel anlimited), pe meizadoù avañsetoc’h zoken : an eksponantadur, ar c’hwrizienn garrez, traoù all …."@br . "Ur pennad all zo diwar-benn Douaroniezh Strabon .An douaroniezh pe ar c'heografiezh zo ur skiant hag a studi darvoudoù fizikel, bevoniel, hag an dud zo e-barzh ur c'horn-bro, ha dreist-holl a studi penaos int ingalet ennañ. da lavarout eo ar galloudoù a ren anezhe hag an darempredoù kenetreze. Deskrivañ an douar evit an doare m'eo savet eo al lodenn gentañ eus gouiziegezh ar Bed, anvet douaroniezh fizikel. Gant al lodenn all ez eus kaoz eus gouzout tout a-fet Mab-Den, anvet douaroniezh denel."@br . "Arz : (ger deveret eus al latin artum)"@br . "Ar politikerezh a zo ar pezh a c'heller arsellout pa 'z eus etreober ar gevredigezh (pe ar c'horf sokial) gant ar frammoù denel o deus galloudoù warni. A wechoù e vez mesket ar frammoù-se gant ar riez, met galloudoù diframm a zo ivez (an oberioù armerzhel, da skouer). Savet eo bet politikerezh gant ar gresianeg , polis, politis, da lavaret eo ar geoded, pa oa riezoù bihan Henc'hres frammet war ur gêr-benn hepken. Eno ar geodedourien frank (ar bihañniver eus an annezidi) a gemere perzh e buhez politikel ar geoded dre vodadegoù ha votadegoù diehan."@br . "E-barzh ur c'hevarzhe brezelerien gozh e vez bodet tud (kozh peurlïesañ) o deus bet da vrezeliñ. Peurlïesañ e vez kaoz deus ar vrezelerien a zo bet soudarded anezhe e-pad ar c'hentañ pe an eil brezel-bed hag e-pad brezel Aljeria renet gant Bro-C'hall. Evit an holl vrezelioù pe dost ez eus bet tud kevredet er mod-se evit dalc'hen soñj deus ar pezh o deus graet, ha da betra o deus graet kement-se.Etre an daou vrezel-bed, ur roll politikel bras o-deus bet kevarzheoù brezelerien gozh, ken niverus ma oant (milionoù gwazed a oa bet kaset da vrezeliñ).E Bro-Alamagn, ar vrezelerien bet a zo bet niverus er NSDAP, ar strollad nazi renet gant Adolf Hitler. Hemañ, ur brezeler kozh e-unan, a ouie bodañ an dud kozh ha yaouank, gwisket evel milourien, ha lakaat anezho da ren ambrougadegoù divent e kêrioù bras ar vro.C'hoarvezet eo bet ar memes tra e Bro-C'hall hag ar vanifestadeg dalc'het e Pariz d'ar 6vet a viz C'hwevrer 1934 a oa bet galvet gant meur a gevarzhe brezelerien gozh, met ur c'hwitadenn eo bet en diwezh."@br . "Ur yezh keltiek a orin eus an Enez Vreizh (Breizh-Veur/Preden) hag eus skourr ar yezhoù predenek eo ar brezhoneg. A-gozh e vez komzet ha skrivet e Breizh. Tamm-ha-tamm eo bet strishaet e implij da Vreizh-Izel (er c'hornôg d'ul linenn hag a ya dre vras hiziv an deiz eus Plouha da Wened). Ganet e vije diwar ur voutinded yezh a vije bet etre Enez Vreizh ha Breizh Vihan (Arvorig) (e-tro dibenn an Henamzer)."@br . "Pa gomzer eus ur reizhiad pentatonek (eus ar gregach \"penta\", pemp), e tachenn ar sonerezh, e komzer eus ur skeulenn enni pemp derez tonioù disheñvel. Ar ger a vez implijet evit komz eus ur skeulenn bentatonek dreist-holl, an hini a zo lâret anhemotonek (= hep hanter-ton) gant an etnomuzikourien.Skeul touchennoù du ar piano a zo pentatonek. Pe c'hoazh (skouer ar pennad-mañ) :re - mi - sol - la - si - re - mi - sol"@br . "An outsourcing (saozneg outsourcing, alamanteg Outsourcing, polski outsourcing, galleg impartition...) a vez graet eus ur strategiezh nevez lakaet e plas evit an embregerezhioù bras. Ar Mennoc'h zo a-dreñv eo en aozañ gwelloc'h oen ur sipañ e holl nerzh war kalonenn micher an embregerezh hag iskevratiñ ar peurrest da stalioù all. Pa vez iskevratet lodennoù anstrategel e c'haller resev ur servij gwelloc'h gant koustoù izeloc'h. Gwevnoc'h o ivez da embreger.Komzet e vez ivez eus \"Outsourcing offshore\" pa vez prester ar servij o chom en ur vro estren."@br . "Jean-Marie Le Scraigne (graet e vez Chan-Maï ar Skrañgn pe Jañ-Mari Skragn anezhañ ivez) zo bet ganet d'an 2 a viz Mezheven 1920 er Fao, e-barzh parrez An Uhelgoad. Bez' e oa bet e dud oc'h ober o annez e-barzh Kervinaoued d'an Traoñ (Kervinaouet Izella bremañ), d'an 29 a viz Gwengolo pa oa bet ret dezhe paeañ o gouel-Mikael. Tost da drizek vloaz en devoa kuitaet ar skol a-benn labourat gant e dud a oa o terc'hel un ti-feurm evel an darn vuiañ eus an dud war ar maez d'ar mare-se. D'an oad a 27 vloaz e timez gant Louise Kras, hag eñ ha dont en-dro d'Ar Fao. Eno eo bet chomet trizek vloaz tre betek 1960 da vare « ar cheñch mod », mekanikoù nevez hag all, an dud o lakaat dle hag ar re-mañ noz-deiz o labourat evit lakaat dle ! Betek 40 vloaz eo bet peizant, merour, abalamour ma oa re start dezhañ al labour warnañ. Seizh bugel da vagañ. Ha dre-se eo aet kuit da labourat e-barzh ar mengleuzioù e-pad 20 vloaz, betek 1980. Ha da 60 vloaz e rakretred, ha bremañ n'eus ket « amzer da vevañ 'vel 'zo gled » (dleet). E-keit ma oa o labourat war ar mein e oa e vreur ar mestr, hemañ a oa aet yaouank-tre da zeskiñ pikañ mein. Hennezh, e-lec'h ma oa ar vengleuz, en devoa daou pe dri bark, lakaet deñved enno. Ha bremañ e ra Jañ-Mari war-dro an deñved eno.E 1986 e oa bet savet ur c'honkour kontadennoù e brezhoneg gant ar CMB : lakaet en devoa e anv ha tapet ar priz kentañ gantañ, ur veaj er Yougoslavi. Tamm-ha-tamm, diwar goulennoù an dud, e oa deuet da vezañ ur c'honter, met gwall alies e veze ret dezhañ lakaat ar chontadennoù e galleg evit bezañ komprenet gant ar lod brasañ eus an dud, touristed anezho dreist-holl. Tud hag a zeue da Vreizh Izel da bourmen, ha c'hoant o devoa da c'houzout penaos e oa ar mod gwechall, ha penaos e oa diduet an dud da-geñver an nozvezhioù. Bremañ e plij kalz ar c'hontadennoù e brezhoneg d'an dud, hag alies e vez lavaret dezhañ gant ar re a vez o selaou : Mat, ha ret e vefe lakaat ar brezhoneg e-barzh peogwir e plij deomp klevet son ar vouezh war ar galleg. Ha bremañ ivez e vez ur bilbern tud a zo bet o welet anezhañ evit deskiñ kontañ e galleg, met start eo dezho gouzout peseurt mod e oa ar vuhez gwechall, aon en deus na deufent da vezañ konterien « akademik ».« Ar c'hontadennou 'oa 'vel d'ar foenn 'ba'r parkeier gwechall », da lâret eo la oa c'hwezh-vat ganto, traoù naturel e-barzh hag ar memes tra gant ar c'hontadennoù. Met bremañ « n'eo ke' 'mes mod »."@br . "Neil Percival Young zo ur c'haner ha gitarour kanadian ganet e 1945 e Toronto. Brudet eo ar marevezh ma kanas er strollad Crosby, Stills, Nash & Young."@br . "Yezh : (yez e 1499) (yêth (kerneveureg), iaith (kembraeg), *jaxtis (keltieg))."@br . "Ur strollad rock dazeilat eo ar Smashing Pumpkins. Pevar ezel a zo e-barzh: Billy Corgan (kan ha gitar), James Iha (eil gitar), Jimmy Chamberlin (batiri) ha D'arcy Wretzky (gitar-boud), e-lec'h he Melisa Auf Der Maur e 2000, baserez e-barzh Hole a-raok. Kavet eo bet anv ar strollad gant Billy Corgan, klevet en doa dre un hunvre ar frazenn-mañ: « Joe Strummer is a drank and smashing pumpkins ».Savet ar strollad e 1988 e-barzh Chicago (Illinois) dre m'eo aet asam's Billy Corgan ha James Iha. Embannet eo an albom kentañ e 1991, Gish (daveet d'ar c'hoarierez sinema mud anvet Lillian Gish), met mouget eo bet gant an albom Nevermind ga' Nirvana. Gant an eil albom bet embannet e 1994 an hini eo kaset ar strollad da vrasañ strollad rock ar bloavezhioù 90. Asuret eo gant an albom nerzh ha milzinded an testennoù savet gant Billy Corgan, pezh a arouez teskad oberennoù ar strollad.War-lerc'h Siamese Dream vo Pisces Iscariot, fasou B zo barzh.Digemeret vo ar strollad gant tout an dud gant Mellon Collie & The Infinite Sadnes e 1995, deuet eo da vezañ an doubl albom gwellañ gwerzhet e-barzh bed a-bezh, memes dirak The White Albom gant ar Beatles ha The Wall gant Pink Floyd. 5 singel zo tennet deus an albom-mañ : Bullet With Butterfly Wings, Tonight Tonight, Zero, Thirty-Three ha 1979. Kontet eo an albom e-touez ar re wellañ bet gwerzhet pad ar bloavezhioù 90. Hag e 1996 a-ziwar lañs nevez ar grunge, ez embann ar strollad The Aeroplane Flies Hight, ur c'houfrig 5 cd e-barzh ha 33 ganaouenn a galite ha dezhe bezañ fasoù B.E-pad an droiad seniñ e 1996 e varv paotr ar c'hlaouier gant un overdos heroin, Jonathan Melvoin oa e anv. Ha Jimmy Chamberlain, tapet e-barzh an afer, zo kaset d’an toull-bac'h.Pa’z eo aet kuit Jimmy Chamberlain e cheñch ar strollad penn d'ar vazh, hag embann a ra Adore e 1998, gant ur voest lusk e-lec'h paotr an taboulinoù, mont a ra ar strollad da seniñ tonioù muioc'h elektronek, gant taolioù-arnod ivez. Memes ma'z eo ken brav an albom hag ar re all vo ur c'hwitadenn e-keñver ar gwerzhioù.Embannet vo Machina/The Machines of God er bloaz 2000. Deuet eo Jimmy Chamberlain en-dro. Distroet eo ar strollad d'ar rock gant an albom-mañ, sed c'hoant Billy Corgan ur seurt \"concept album\". War-lerc'h e nac'ho Virgin embann Machina II/Friends & Ennemis of Modern Music, embannet vo neuze dre guzh war vinil ha skrivet zo e-barzh derc'hel an oberenn d'an dud toud war internet. Moaien zo da bellgargañ anezhañ war ar lec'hienn (http://www.billy-corgan.com/downloads/mp3/machina2/index.php)Disppartie eo ar strollad abaoe"@br . "Ar mammout a oa ur bronneg proboskidian, eus kerentiad an olifanteged.Evel an holl olifanteged e oant bronneged bras-tre, dezhe ur penn tuzumek gant un drompilh hag ur c’horf truilhennek, ha gant izili warne stumm ur piler ha dezhe 5 biz. Aet e oa bihan ment o divskouarn hag hini o lost. Tri gwiskad kroc’hen a oa dezho evit en em zifenn diouzh an diavaez : 8 cm evit ar gwiskad lard, 2 cm evit ar c’hroc’hen, ha tri seurt blev, hag ar re ziwezhañ a oa 1 metr hir evit en em zifenn diouzh an amzer.Ar ouenn goshañ anezhe a zo bet kavet en Afrika.Bevañ a raent da vare ar Pleistosen, eus 1.6 milion a vloavezhioù ’zo, betek 10 000 bloaz ’zo pe war-dro."@br . "Ur yezh keltiek eus ar skourr predenek eo ar c'hembraeg. E Kembre e reer Cymraeg anezhañ. Ar yezh keltiek gant ar brasañ niver a gomzerien eo. Kar eo d'ar c'herneveureg ha d'ar brezhoneg.Komzet e vez kembraeg e Kembre, gant war-dro 611 000 den (da lavaret eo tremen 22% eus tud ar vro). E kornioù zo e vez komzet gant muioc'h eget 60% eus an dud. Komzet e vez kembraeg e Bro-Saoz gant tost da 150 000 a dud. Un nebeud kembraegerien zo ivez e Patagonia (Arc'hantina)."@br . "Ar Reveulzi spartakour (alamaneg : Spartakusaufstand), pe ivez Emsavadeg miz Genver (alamaneg : Januar