# started 2014-09-02T08:16:09Z "Archeologiezh : arkhaios \"hen\" + logos \"gouiañs / skiant\" + iezh (arkhaiologia e gresianeg)"@br . "Armerzh : ar- + merzh (armerh e 1723, gw. armerth e kembraeg)"@br . "Roiñ a ra skiantoù an den da gompren e-barzh teskad ar gouiziegezhioù istorel ha ar skiant-prenañ en deus bet tapet an nen a-hed pad e istor.Div lodenn vras eus ar skiant e vez roet da welet gant skiantoù an den : An istor An douaroniezhpt:Ciências humanas"@br . "An aernijerezh eo teknikoù ar sevel hag ar bleinañ kirri-nij e-barzh an aergelc’h (pe an aeronaotik)."@br . "Ur sindikad micherour zo kevredigezh ur c’houch tud ha prevez, ha dizalc’h e-keñver ar Stad (met anavezet ganti) ha renet gant un teskad lezennoù."@br . "An aritmetik [Arithmêtikê e gregaj] eo skourr koshañ ar jedoniezh, (gant ar c'h-geometriezh)."@br . "Ur pennad all zo diwar-benn Douaroniezh Strabon .An douaroniezh pe ar c'heografiezh zo ur skiant hag a studi darvoudoù fizikel, bevoniel, hag an dud zo e-barzh ur c'horn-bro, ha dreist-holl a studi penaos int ingalet ennañ. da lavarout eo ar galloudoù a ren anezhe hag an darempredoù kenetreze. Deskrivañ an douar evit an doare m'eo savet eo al lodenn gentañ eus gouiziegezh ar Bed, anvet douaroniezh fizikel. Gant al lodenn all ez eus kaoz eus gouzout tout a-fet Mab-Den, anvet douaroniezh denel."@br . "Arz : (ger deveret eus al latin artum)"@br . "Ar politikerezh a zo ar pezh a c'heller arsellout pa 'z eus etreober ar gevredigezh (pe ar c'horf sokial) gant ar frammoù denel o deus galloudoù warni. A wechoù e vez mesket ar frammoù-se gant ar riez, met galloudoù diframm a zo ivez (an oberioù armerzhel, da skouer). Savet eo bet politikerezh gant ar gresianeg , polis, politis, da lavaret eo ar geoded, pa oa riezoù bihan Henc'hres frammet war ur gêr-benn hepken."@br . "Ur yezh keltiek a orin eus an Enez Vreizh (Breizh-Veur/Preden) hag eus skourr ar yezhoù predenek eo ar brezhoneg. A-gozh e vez komzet ha skrivet e Breizh. Tamm-ha-tamm eo bet strishaet e implij da Vreizh-Izel (er c'hornôg d'ul linenn hag a ya dre vras hiziv an deiz eus Plouha da Wened). Ganet e vije diwar ur voutinded yezh a vije bet etre Enez Vreizh ha Breizh Vihan (Arvorig) (e-tro dibenn an Henamzer)."@br . "Pa gomzer eus ur reizhiad pentatonek (eus ar gregach \"penta\", pemp), e tachenn ar sonerezh, e komzer eus ur skeulenn enni pemp derez tonioù disheñvel. Ar ger a vez implijet evit komz eus ur skeulenn bentatonek dreist-holl, an hini a zo lâret anhemotonek (= hep hanter-ton) gant an etnomuzikourien.Skeul touchennoù du ar piano a zo pentatonek. Pe c'hoazh (skouer ar pennad-mañ) :re - mi - sol - la - si - re - mi - sol"@br . "An outsourcing (saozneg outsourcing, alamanteg Outsourcing, polski outsourcing, galleg impartition...) a vez graet eus ur strategiezh nevez lakaet e plas evit an embregerezhioù bras. Ar Mennoc'h zo a-dreñv eo en aozañ gwelloc'h oen ur sipañ e holl nerzh war kalonenn micher an embregerezh hag iskevratiñ ar peurrest da stalioù all. Pa vez iskevratet lodennoù anstrategel e c'haller resev ur servij gwelloc'h gant koustoù izeloc'h."@br . "Neil Percival Young zo ur c'haner ha gitarour kanadian ganet e 1945 e Toronto. Brudet eo ar marevezh ma kanas er strollad Crosby, Stills, Nash & Young."@br . "Yezh : (yez e 1499) (yêth (kerneveureg), iaith (kembraeg), *jaxtis (keltieg))."@br . "Ur strollad rock dazeilat eo ar Smashing Pumpkins. Pevar ezel a zo e-barzh: Billy Corgan (kan ha gitar), James Iha (eil gitar), Jimmy Chamberlin (batiri) ha D'arcy Wretzky (gitar-boud), e-lec'h he Melisa Auf Der Maur e 2000, baserez e-barzh Hole a-raok. Kavet eo bet anv ar strollad gant Billy Corgan, klevet en doa dre un hunvre ar frazenn-mañ: « Joe Strummer is a drank and smashing pumpkins ».Savet ar strollad e 1988 e-barzh Chicago (Illinois) dre m'eo aet asam's Billy Corgan ha James Iha."@br . "Ar mammout a oa ur bronneg proboskidian, eus kerentiad an olifanteged.Evel an holl olifanteged e oant bronneged bras-tre, dezhe ur penn tuzumek gant un drompilh hag ur c’horf truilhennek, ha gant izili warne stumm ur piler ha dezhe 5 biz. Aet e oa bihan ment o divskouarn hag hini o lost."@br . "Ur yezh keltiek eus ar skourr predenek eo ar c'hembraeg. E Kembre e reer Cymraeg anezhañ. Ar yezh keltiek gant ar brasañ niver a gomzerien eo. Kar eo d'ar c'herneveureg ha d'ar brezhoneg.Komzet e vez kembraeg e Kembre, gant war-dro 611 000 den (da lavaret eo tremen 22% eus tud ar vro). E kornioù zo e vez komzet gant muioc'h eget 60% eus an dud. Komzet e vez kembraeg e Bro-Saoz gant tost da 150 000 a dud. Un nebeud kembraegerien zo ivez e Patagonia (Arc'hantina)."@br . "Ar Reveulzi spartakour (alamaneg : Spartakusaufstand), pe ivez Emsavadeg miz Genver (alamaneg : Januaraufstand) a voe un harz-labour hollek a c'hoarvezas en Alamagn etre ar 5 hag an 12 a viz Genver 1919. Dianav pe dost e touez an dud, ouizien anezho pe get, komunourien anezho pe get, an darvoud anvet ar reveulzi Spartakour a chom hollbouezus evit an istor, liammet gant ar brezelioù evit an dieubidigezh. Bloaz goude Dispac'h Here Rusia en emsave dispac'hourion Alamagn."@br . "Buffalo Springfield Again zo anv eil albom ar sonerien a oa bet bodet da-geñver enrolladenn Buffalo Springfield hag embannet e miz Here 1967 (Atco/Atlantic). Div ganaouenn savet gant Neil Young zo a-bouez, dreist-holl : Mr. Soul ha Broken Arrow.E 2003 e oa bet ranket da 188vet gwellañ albom gant ar gelaouenn Rolling Stone diwar ar 500 gwellañ a-holl-viskoazh."@br . "Ur strollad rock-grunge oa Nirvana, savet oa bet e 1987 hag echu e 1994 goude emzistruj penn ar strollad, Kurt Cobain oa e anv.Savet e oa bet ar strollad ba Aberdeen ba Stad Washington. Ar re gentañ bar strollad oa: Kurt Cobain (kan ha gitar), Krist Novoselic (gitar-boud) ha Chad Channing (batiri)."@br . "Last Time Around pedavare ? Miz Eost 1968 Produer : Jim Messina Ijinourien : A bep seurt lec'hiou da añrejistrañ : Sunset Sound, Los AngelesDaspunet eo bet da vat goude d'ar strollad en em zispartiañ, graet eo bet gant Richie Furay hag a-wechoù gant ar basour Jim Messina. Ne c'hell ket bezañ kontet da albom an enrolladenn-mañ. Un dra zo kurius evelato, koherantoc'h eo evit an daou gentañ."@br . "Ur vro eo Breizh. Unan eus ar riezoù kentañ bet krouet en Europa eo ivez. Hir eo bet hec'h istor a c'haller lakaat da sevel ken abred hag ar VIvet milved kt JK.Goude Eured Anna Breizh gant Loeiz XII e teu tamm-ha-tamm da vezañ ul lodenn eus damani ar rouaned ha lakaet eo da broviñs, dezhi ur parlamant, Breujoù Breizh.Krouet e oa ar rannvro Breizh ez-ofisiel e 1943 gant gouarnamant Vichy, enni pevar departamant eus Breizh istorel hepken."@br . "Ar saozneg (English) zo ur yezh c'hermanek hag a zeu a Vro-Saoz. Hennezh eo yezh pe unan a yezhoù meur a vro, da gentañ-penn hini ar Rouantelezh Unanet hag he zrevadennoù a-wezharall, en o mesk Stadoù-Unanet Amerika, Iwerzhon, Kanada, Aostralia, ha Zeland-Nevez. Ar saozneg zo unan ag ar yezhoù a vez kaozeet ar muiañ er bed."@br . "Sonic Youth a zo ur strollad rock bet savet e New York e 1981. Alies e vez liammet o stil gant luskad ar rock dazeilat. Mont a ra Sonic Youth war-hanter gant kalz stiloù sonerezh abaoe ar bloavezhioù 1980 : da gentañ tout No wave (1981-1983), ha Hardcore (1983-1986), grunge (1989-1992), post-rock (1998-2001).Abalamour d'o stil(où) dezhe o-unan eo start renkañ anezhe en ur stil ledan : savet ha maget int bet gant levezonoù a bep seurt, sed pezh a laka anezhe da gaout ur spered dezhe o-unan."@br . "Ur yezh tibetek-burmek eo an tibeteg (བོད་སྐད་ bod skad) komzet gant tro-dro da 6 milion a dud e Tibet, Qinghai, Gansu, Sichuan ha Yunnan e Sina hag e Ladakh ha Sikkim en India hag e Bhoutan ha norzh Nepal.Azrannet eo an tibeteg e meur a zialekt. Hag e-mesk ar re-se, dialekt Lhasa, a zo ur sort \"lingua franca\" e-touesk an Dibetaned, zo ur langaj unsilabek-ton. Ar rDzong-kha, un dialekt all tibetek, zo langaj ofisiel ar Bhoutan."@br . "Adalek ar ger gallek e tegouezher amañ. Ur pennad all zo diwar-benn gallek (plant).Ar galleg zo ur yezh romanek gant ur substrat galianek hag ur superstrat frankek. Cheñchet en deus diouzh e du, diwar youl tolpadoù tud ouiziek (evel tud ar Pléiade) pe ensavadurioù (evel an Académie Française). E kerentiad ar yezhoù gallek-ha-romanek emañ ar galleg."@br . "Ar yezh japanek pouezusañ eo ar Japaneg (japaneg 日本語, Nihongo), komzet evel yezh kentañ gant 127 milion a dud e Japan, Hawaii, Brazil, Guam, Palau ha Taiwan. An 9vet yezh vuiañ komzet er bed a-bezh an hini eo."@br . "Frank Vincent Zappa (21 a viz Kerzu 1940 - 4 a viz Kerzu 1993) a oa ur soner rock, ur sonaozer, sevener ha flemmataer eus ar Stadoù-Unanet. En e 33 bloaz a sonerezh e voe Zappa unan eus sonerien-sonaozerien strujusañ eus e vare gant ouzhpenn 60 a bladenn enrollet gantañ en e vuhez, pep pladenn o vezañ graet pladennoù dibar diouto. Ouzhpenn-se e oa ur gitarour-tredan brudet hag ur produer prederiet ha gouiziek, hag a enrollas holl e bladennoù war-lerc'h 1966."@br . "Gant an albom-mañ, Everybody Knows This Is Nowhere, eo deut Neil Young da gavout e hent dezhañ e-unan, gant sikour laouen-diaket ar strollad rock Crazy Horse. Enrollet eo bet buan a-walc'h gant an nebeutañ \"overdubbing\" ma c'halled. Draskal a ra ar c'hanaouennoù gant ur sil gitar frev, ha nerzh ar yaouankiz. An div ganaouenn hirañ eo ivez ar re wellañ, zoken ma'z eus bet prouet emañ Neil Young en e vleud gant ar sonioù berr a seurt gant Cinnamon Girl ha Round And Round (It Won't Be Long)."@br . "Ur werz (liester: gwerzioù) a zo ur ganaouenn e brezhoneg hag a gont un istor.Klotañ a ra gant ar gerioù ballad e saozneg, ha baled e kembraeg. Dre ma vez trist pe kriz an istorioù kontet alies e kred d'an dud alies int memes tra evel klemmganoù."@br . "Hervez ar mare, rieien Breizh a oa bet rouaned ha goude Duged Breizh. Betek kreiz an XIIvet kantved, e veze graet konted eus duged Breizh gant er paperoù ofisiel, rak rouaned Bro-C'hall a selle ouzh Breizh evel ur gontelezh hepmuiken. E 1297 e teuas dugelezh Breizh da vezañ un dugelezh-pariezh, duged Breizh a oa pared eus Bro-C'hall hiviziken."@br . "An urzhiataerezh pe ar c'hompoderezh eo ar skiant hag ar pleustr a denn d'an urzhiataerioù. Un nebeud a vrezhonegerien a ra gant stlennataerezh deveret eus stlenn a dalvez evit ar reiñ da c'houzout hag an elfennoù ditour a c'heller lakaat en un urzhiataer."@br . "Tibet (tibeteg: བོད་, Bod, distaget pö [pʰø̀ʔ] e rannyezh Lhasa; sinaeg ofisiel 西藏; pinyin: Xīzàng; sinaeg implijet a-wezhoù gant Tibetiz a-du gant an Dalai Lama: 吐博 Tǔbó) a zo ur vro eus kreiz Azia, dalc'het gant Republik Pobl Sina abaoe 1949. 4.900 m eo hec'h uhelder etre, dre-se e reer toenn ar bed anezhi alies."@br . "Ganet eo bet Ellen MacArthur d'an 8 a viz Gouere 1976 e Whatstandwell e Bro-SaozLakaet e oa da \"voraer ar bloaz\" e 1998 gant ar Royal Yachting AssociationErruet e oa da eil (ha da gentañ m